Goulenn a ra Republican Sinn Féin skrivañ d’ar Pab Leon da c’houlenn justis evit ar republikaned eskumunuget

LIBERTA

By admin

A-viskoazh n’eo bet anat ha seder an darempredoù etre urzhas an iliz gatolik hag ar Republikaned en Iwerzhon.

Ar bras deus ar Republikaned zo o tont eus metoù katolik, anat.

Padal ne oar ket kalz a dud e oa bet eskumunuget e 1870 holl izili ar Genvreuriezh Republikan Iwerzhonat a glaske aozañ dre guzh war an enezenn c’hlas koulz hag en harlu an Iwerzhoniz kar-o-bro.

E 1920 e eskopti Corcaigh/Cork e oa bet sinet un dekred gant an Eskop Daniel Cohalan a lavare e riskle kement republikan bezañ skarzhet eus ar gumuniezh gatolik ma kemere perzh en un doare bennak e oberennoù volonterien …read more

Via:: BRETAGNE INFO