By admin
Embannet en deus Gouarnamant Bro-Skos ur raktres-lezenn nevez diwar-benn an dizalc’hiezh, daoust ma oa bet lavaret gant ar C’hentañ Ministr Andy Burnham (Labour Party) e talc’hfe penn ouzh dalc’hidigezh ur referendom.
E-doug ur bellgomzadenn gant Maodiern Skos, John Swinney (SNP_Broadelour), e miz Gouere e vije bet adlavaret e savboent d’ar C’hentañ Ministr nevez. C’hoarvezet e oa ar gaozeadenn-se goude ma oa bet dilennet gant ar voterien, e dilennadegoù miz Mae, ur muianiver a izili eus Parlamant Bro-Skos a-du gant an dizalc’hiezh.
129 kannad zo e parlamant Skos. 58 anezho zo perzh eus SNP – Strollad Broadel Skos ha 15 perzh eus ar …read more
Via:: BRETAGNE INFO

